Greta Thunberg

Eus Wikipedia
E Parlamant Europa, 16 Ebrel 2019

Greta Thunberg, bet ganet e Stockholm d'an 3 a viz Genver 2003, zo merc'h d'ar ganerez c'hoarigan svedat Malena Ernman.

Stourm a ra Greta enep tommadur an hin. Anavezet eo bet dre meur a vanifestadeg dirak ar Riksdag, a zo parlamant Sveden e Stockholm.
Implijet e vez ganti al lugan Skolstrejk för klimatet ("harz-labour ar skol evit an hin"). Brudet eo bet ivez goude he frezegenn e Kendiviz Katowice e 2018 diwar-benn ar cheñchamantoù hin gant an ONU.
Ur sindrom Asperger he deus ; un trubuilh eus ar familh aotism eo. Stourmet he deus Greta evit ma vefe paouezet gant he familh da gemer ar c'harr-nij hag evit ma paouezfent da zebriñ kig.

Stourmerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harz-labour skol evit an hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]