Gregor Clegane
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Seven Kingdoms |
Anv e yezh-vamm an den | Gregor Clegane |
Anv-bihan | Gregor |
Titl noblañs | marc'heg |
Moranv | The Mountain |
Lec'h ar marv | King's Landing |
Doare mervel | muntr, Duvell, misadventure |
Abeg ar marv | deliberate poisoning, falling |
Killed by | Oberyn Martell, Sandor Clegane |
Breur pe c'hoar | Sandor Clegane |
Micher | bodyguard, lazher a-yoc'h, jahiner, rebel, klezeour |
Karg | castellan |
Brezel | Battle on the Green Fork, War of the Five Kings, War of the Usurper, Greyjoy Rebellion |
Ezel eus | Kingsguard |
Krouet gant | George R. R. Martin |
Dezerc’her | Conan Stevens, Ian Whyte, Hafþór Júlíus Björnsson |
Darvoud-alc'hwez | Resurrection of the dead |
Present in work | Game of Thrones, Ur Ganaouenn a Skorn ha Tan |
A denn da ved ar faltazi | World of Ice and Fire |
Enemy | Sandor Clegane |
Gregor Clegane zo un dudenn ijinet e bed an heuliad romantoù fantasy A Song of Ice and Fire gant ar skrivagner stadunanat George R. R. Martin, hag an adsevel doare stirad skinwel Game of Thrones. Un dudenn vunut eo, ne vez ket kontet an istor drezañ biken. Ur marc'heg brudet eo suj d'an tiegezh Lannister. Brudet mat eo dre ma'z eo bras ha kreñv spontus, ouzhpenn da vezañ un den chivous gant ur spered hedro a-fed feulster. Implijet e vez gant an Tiegezh Lannister evit seveniñ ar c'hefridioù lous a vez d'ober (lazhadennoù...). Ne blij ket an dud dezhañ dre vras ha mont a ra kuit eus e zomani evit brezeliñ pe kemer perzh en tournamantoù.
Er stirad skinwel war ar chadenn HBO, Clegane a zo c'hoariet da gentañ gant an aktour aostralian Conan Stevens er c'houlzad kentañ, goude-se gant an aktour kembreat Ian Whyte evit ar c'houlzad daou. Goude-se ez eo c'hoariet gant an aktour Hafþór Júlíus Björnsson eus Island betek fin an heuliad.