An Blascaod Mór
An Blascaod Mór (Great Blasket (Island) e saozneg) eo an enezenn vrasañ en enezeg Na Blascaodaí, dirak aod kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon.
Emañ an enezenn war-hed 2 km diouzh an douar-bras ha sevel a ra betek 292 metr uhelder el lec’h uhelañ (An Cró Mór). Dún Chaoin eo ar gêr dostañ war an douar-bras ; alese e c’haller kemer ar vag da vont da An Blascaod Mór, e-pad an hañv.
Tud a oa o chom en enezenn betek 1953. D’ar mare-se e tivizas gouarnamant Iwerzhon ne c’hallent ket chom eno ken, dre ma oa re zigenvez an enez, hag adlojet e voent war an douar-bras. Ul lec’h hollvrudet eo chomet An Blascaod Mór koulskoude, pa roe bod gwechall d’ur gumuniezh diles he sevenadur gouezelek. Daoust ma ne voe gwech ebet ouzhpenn 150 den o chom enni, eo brudet an eñvorennoù skrivet gant Peig Sayers (Machnamh Seanamhná, « Soñjezonoù ur vaouez kozh »), Muiris Ó Súilleabháin (Fiche Bliain Ag Fás, « Ugent vloaz o kreskiñ ») ha Tomás Ó Criomhthain (An t-Oileánach, « An enezour »).