Grand Prix Drivers Association
Neuz
Grand Prix Drivers Association, e brezhoneg Kevredigezh ar Vlenierien Prizioù Bras (GPDA pe KVPB) a zo sindikad ar vlenierien Formulenn 1. Krouet eo bet e 1961 evit gwellaat savete ar redadegoù kirri, ha a-bouez ruz eo bet er bloavezhioù 1960 ha 1970. Stirling Moss a zo bet he Frezidant kentañ met al labour pouezusañ zo bet graet gant Jackie Stewart dek vloaz war-lerc'h. Boycotet eo bet Prizioù Bras Belgia e 1969 hag hini Alamagn e 1970 ha goude 1976 dre he levezon. Disrannet eo bet avat e 1982 en abeg da gudennoù politikel ar Formulenn 1. Adstummet eo bet e 1994, goude marv Ayrton Senna ha Roland Ratzenberger gant Niki Lauda ha Gerhard Berger.