Mont d’an endalc’had

Gouarnerezh Tucumán

Eus Wikipedia
Gobernación del Tucumán (~1600)
Ar c'habiten Juan Núñez de Prado

Ar Gobernación del Tucumán a oa ur broviñs eus an impalaeriezh spagnol e Suamerika, a zo un tamm eus Arc'hantina hiriv.

D'an 21 a viz Mae 1534 e voe krouet gant an impalaer Carlos Iañ gouarnerezh Nueva Toledo evit Diego de Almagro ha gouarnerezh Nueva Andalucía evit Pedro de Mendoza.
Pep gouarnerezh en devoa 200 lev hed eus an norzh d'ar su, ha tapout a rae eus aod ar meurvor Habask betek hini ar meurvor Atlantel, hag an aod gant Portugal e oa a-hed al ledred 25°31'36" S.

E gouarnerezh Nueva Extremadura

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'habiten Juan Núñez de Prado (~1515 – ~1557) a guitaas Potosí e 1549 hag a ziazezas kêr El Barco d'an 29 a viz Mezheven 1550 e-kreiz kreisteiz ar vro a zo aet d'ober Proviñs Tucumán a-vremañ. Ur pennadig goude e tegouezhas dre eno Francisco de Villagra, a oa o kas soudarded da Gabiteniezh jeneral Chile evit ar gouarnour Valdivia, ha bec'h a savas etre Núñez de Prado hag eñ, ha klemm a reas edo ar gêr nevez-diazezet war douar ar gouarnour Valdivia (korn biz barnerezh Valdivia a oa tost d'al lec'h m'emañ San Miguel de Tucumán hiriv). Núñez de Prado a rankas chom en El Barco evel letanant gouarnour dindan aotrouniezh Chile. Koulskoude, pan eas Villagra kuit ac'hano, e kasas kêr El Barco e-maez tachennad Valdivia, da Broviñs Salta (El Barco II, e 1551), a oa he lec'h kent. Dirak nac'hadenn La Gasca hag enebiezh an henvroidi e treuzkasas kêr adarre (El Barco III, e 1552), d'un dachennad a zo e Proviñs Santiago del Estero hiriv, hag e-maez beli Chile.