Gottlob Berger

Eus Wikipedia
Berger en e unwisk SS-Obergruppenführer und General der Waffen-SS

Gottlob Christian Berger, ganet d'ar 16 a viz Gouhere 1896 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Genver 1975, a oa un ofiser uhel nazi. Tizhet en doa ar renk a SS-Obergruppenführer und General der Waffen-SS (letanant jeneral), ha bez e oa bet penn an SS-Hauptamtant hag a rene ar Schutzstaffel (SS). Eñ eo hag a oa e penn an emezelañ en SS e-pad an Eil brezel-bed. Goude ar brezel-bed e oa bet kondaonet da 25 toull-bac'h evit torfedoù brezel met tremenet en devoa 6 vloaz hanter en toull-bac'h nemetken. Soudard e oa bet e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, gloazet e oa bet peder gwech hag enoret gant an Eisernes Kreuz kentañ klas. Dres goude ar brezel e oa bet penn ar bezen Einwohnerwehr lec'h ma oa ganet e norzh Württemberg. Emezelet e oa er strollad nazi e 1922, met goustadik e oa aet skuizh gant ar stourm politikel er bloavezhioù 1920. Deuet e oa da vezañ ur c'helenner sport.