Mont d’an endalc’had

Gorilh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gorilh ar menezioù)
Gorilh

Gorilla gorilla


En arvar bras (CR)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Gorilla
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar gorilh zo ur marmouz rummataet e-touez ar marmouzien meur. Ar gorilhed eo ar spesad primated brasañ. Bevañ a reont war al leur ha geotdebrerien int dreist-holl. Emaint o vevañ e koadoù kreiz Afrika. Rannet eo ar gorilhed e daou spesad ha pevar pe pemp isspesad. TRN ar gorilhed zo tost-kenañ da hini an dud, eus 95 da 99% hervez ar pezh zo kemeret e kont[1] hag ez int an eil kerent tostañ d'hor spesad goude an daou spesad chimpanzeed.

Metou ar gorilhed zo dindan koadoù trovanel hag istrovanel. Daoust ma n'eo ket ledan an dachenn m'emaint o chom, ar gorilhed a vev en uhelderioù disheñvel-kenañ. Emañ gorilhed ar menezioù oc'h ober o annez e koadoù koumoul ar Menezioù Virunga, etre 2200 ha 4300 m. Gorilhed ar c'hompezennoù a vev e koadoù stank hag e geunioù ken izel ha live ar mor. Emañ gorilhed kompezennoù ar c'hornôg o chom e broioù kreiz Afrika ar c'hornôg ha gorilhed kompezennoù ar reter zo o chom e Republik Demokratel Kongo e-tal he harzoù gant ar Rwanda[2].

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar misioner ha mezeg amerikan Thomas Staughton Savage hag an naturour Jeffries Wyman a zeskrivas Gorilhed ar c'hornôg evit ar wezh kentañ (badeziñ a rejont anezheTroglodytes gorilla) e 1847 diwar loened o doa kavet e Liberia[3]. Dont a ra o anv eus ar ger henc'hresianek "Γόριλλαι" (Gorillai), "ur meuriad maouezed blevek"[4] deskrivet gant Hanno ar merdeer, eus Kartada, un ergerzhour a dremenas marteze war aodoù Afrika war-dro 480 kent J.K. el lec'h anvet Sierra Leone diwezhatoc'h[5].

Daou spesad ha 4 isspesad gorilhed zo :

  • Gorilhed ar c'hornôg (Gorilla gorilla)
    • Gorilla gorilla gorilla
    • Gorilla gorilla diehli
  • Gorilhed ar reter (Gorilla beringei)
    • Gorilla beringei beringei
    • Gorilla beringei grauei

Ur 5vet isspesad gorilhed beringei zo e koadeier Bwindi en Ouganda, hep anv ofisiel evit poent.

En embannadurioù kozh e vez rummataet ar gorilhed en ur spesad Gorilla gorilla ha 3 isspesad Gorilla g. gorilla, Gorilla g. grauei ha Gorilla g. beringei.

Evel ar chimpanzeed hag an orangoutaned o deus ar gorilhed 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).

Lec'hiadur ar gorilhed
Lec'hiadur ar gorilhed
Sexual dimorphism of the skull

Emdroadur ha rummatadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerent tostañ ar gorilhed eo ar chimpanzeed hag an dud, rak dont a ra an holl Hominidae eus ar memes hendadoù, 7 milion vloaz zo[6] Genoù an dud n'o deus ken 1.6% a gemm well-wazh diouzh genoù ar gorilhed a glot gante, met muioc'h a gemmoù zo e niver an eilennoù o deus pep gen.[7].

Betek n'eus ket pell zo e kreded ne oa ken ur spesad gorilhed, gant tri isspesad : gorilhed kompezennoù ar c'hornôg, gorilhed kompezennoù ar reter ha gorilhed ar menezioù[8],[9] A-du emañ hiziv ar skiantourien da lâret ez eus daou spesad gant pep a zaou isspesad. Nevez zo ez eus bet lâret e oa un trede isspesad en unan eus ar spesadoù. An holl spesadoù hag an holl isspesadoù a ziskenn diouzh ar memes spesad gorilhed a veve er cc'hoadoù da vare Oadvezh ar skorn, pa grogas o metou da vihanaat ha pa en em gavjont pell an eil re diouzh ar re all.[10].

Kenderc'hel a ra ar brimatologourien da studiañ pizh an darempredoù etre ar poblañsoù gorilhed disheñvel[11]. Ar spesadoù hag an isspesadoù er roll amañ da-heul zo ar re en em gav ar skiantourien ar muiañ a-du diwar o fenn.

  1. http://www.answersingenesis.org/tj/v17/i1/DNA.asp
  2. Songs of the Gorilla Nation, Dawn Prince-Hughes, 1987, Harmony, p 66
  3. Conniff R. "Discovering gorilla". Evolutionary Anthropology, Nnn 18: p 55-61.
  4. Γόριλλαι, Henry George Liddell, Robert Scott, A Greek-English Lexicon, war Perseus Digital Library
  5. Müller, C., Geographici Graeci Minores, 1855-61, 1.1–14: text and trans. Ed, J. Blomqvist (1979)
  6. Glazko GV, Nei M "Estimation of divergence times for major lineages of primate species", Mol. Biol. Evol., levrenn 20, Nnn 3, p 424–34, 2003,March
  7. Goidts V, Armengol L, Schempp W, et al., "Identification of large-scale human-specific copy number differences by inter-species array comparative genomic hybridization", Hum. Genet., 119, Nnn 1–2, p 185–98, 2006
  8. Colin Groves, 2002 "A history of gorilla taxonomy", Gorilla Biology: A Multidisciplinary Perspective, Andrea B. Taylor & Michele L. Goldsmith (embannerien), Cambridge University Press, p 15–34
  9. Mountain Gorillas of the Virungas, Stewart Kelly J., Pascale Sicotte, Martha M. Robbins, 2001, Fathom, Cambridge University Press
  10. Prince-Hughes 66
  11. Groves 2002

*Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: