Mont d’an endalc’had

Gordianus II

Eus Wikipedia
Ur pennad Gordianus zo ivez.
Gordianus II

Gordianus II, pe Marcus Antonius Gordianus Sempronianus Romanus Africanus (war-dro 192 - 12 a viz Ebrel 238), oa kenimpalaer roman gant e dad anvet eveltañ (159-238), hag anavezet ivez evel Gordianus Iañ.

E 238 e oa bet broudet e dad, prokonsul proviñs Africa, da gemer penn un emsavadeg a-enep an impalaer roman Maximinus Thrax, ha da embann kemer an titl a impalaer. Hag an tad, 78 vloaz dezhañ, da gemer e vab da genimpalaer. Anavezet e voe an impalaerien nevez gant Sened Roma.

E Numidia avat, ar broviñs amezek, e oa ul legad hag a oa chomet feal da Maximinus. Hag eñ da sevel un arme, ha d'ober brezel d'an daou C'hordianus. Miz goude dezho kemer ar galloud e voe trec'het o arme, renet gant Gordianus II, a voe lazhet en emgann. Hag e dad d'en em lazhañ pa glevas ar c'heloù.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe e niz, Gordianus III, da Gaesar gant Sened Roma d'an 22 a viz Ebrel 238), ha tri miz goude, da impalaer nemetañ d'an 29 a viz Gouhere, goude marv an daou genimpalaer Pupienus, a oa e penn an armeoù, ha Balbinus, karget eus an urzh vat e kêr Roma, lazhet gant ar warded pretorian.


  An Impalaerien roman  
Tierniezh ...
En e raok :
Maximinus Iañ
(235 - 238)
Gordianus Iañ ha Gordianus II
(238 - 238)
War e lerc'h :
Pupienus ha Balbinus
238-54
Heuliad Henroma