Pupienus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pupienus .

Pupienus, pe Marcus Clodius Pupienus Maximus Augustus (war-dro 165/170 – 29 a viz Gouhere 238), anavezet ivez evel Pupienus Maximus, a voe impalaer roman e-pad tri miz e 238, bloavezh ar C'hwec'h Impalaer, war un dro gant Balbinus.

Ganet e oa war-dro 170 en un tiegezh kozh a batrikianed, hag eñ mab da Marcus Pupienus Maximus ha d'e bried Clodia Pulchra. Dimezet e oa da Sextia Cethegilla, merc'h da Titus Sextius Africanus, consularis vir, ha da Cornelia, merc'h-vihan da Titus Sextius Marcus Vibius Ovinius Secundus Lucius Volusius Torquatus Vestinus Lateranus, ha da Asinia Polla, merc'h-vihan da Marcus Gavius Squilla Gallicanus ha da Pompeia Agrippinilla. Tri bugel o doe : ur verc'h, Pupiena, hag a zimezas da Marcus Ulpius Eubiotus Leurus, ha daou vab : Titus Clodius Pupienus Pulcher Maximus ha Marcus Pupienus Africanus.


SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Tierniezh ...
En e raok :
Gordianus Iañ ha Gordianus II
(238 - 238)
Pupienus ha Balbinus
(C'hwevrer 238 - Mae 238)
War e lerc'h :
Gordianus III
238-254
Heuliad Henroma