Goo Ha-ra

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Goo Hara)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Goo Ha-ra e Gouere 2018

Goo Ha-ra (koreaneg : 구하라, Goo o vezañ an anv-familh), bet ganet d'an 13 a viz Genver 1991 ha marvet d'ar 24 a viz Du 2019, brudet dre he anv micher Hara, a oa ur ganerez hag aktourez sukorean.
Ezel e oa eus ar strollad sonerezh merc'hed anvet Kara, ha gwelet eo bet o c'hoari e meur a zrama evel City Hunter (2011). Kroget e oa da ganañ he-unan e miz Gouhere 2015 pa oa bet embannet ar bladenn Alohara (Can You Feel It?).

Goo Ha-ra e 2018

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 24 a viz Du 2019, Hara a oa bet adkavet marv en he zi e Cheongdam-dong, e distrig Gangnam e Seoul. Goude un enklask polis buan e oa bet embannet e seblante bezañ un emlazh. Marvet e oa ur miz goude emlazh he c'hamaladez Sulli, a oa kanerez ivez. Un notenn emlazh digant Hara a oa bet adkavet gant an archerien. Goude bezañ sellet ouzh filmoù ar c'hameraioù straed e oa anat e oa-hi distroet d'ar gêr en he unan a-raok en em lazhañ hep ma vefe bet den ebet o tont en ti. Ne voe ket gwall domm an archerien evit ober ur furchadenn korf, ar familh he devoa nac'het ivez, neuze ne voe ket graet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]