Kondolenn
Neuz
(Adkaset eus Gondolenn)
Ur gondolenn[1] (gondoła en veneteg ha gondola en italianeg), ur c'hondolenn[2], zo ur vagig du, ur roeñv dezhi, implijet da zougen tud e Morlenn Venezia.
Un doare all, anvet barcheta hag a dap betek 11 metr hed, a vez roeñvet gant daou gondolenner war Canal Grande ar vorlenn.
Kondolennerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kondolenner e Venezia.
-
Kondolenner ouzh un nor.
-
Kondolennerien
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mark Twain a deuas da Venezia e 1867. En e levrThe Innocents Abroad, pennad 23, e ra anv eus kondolennoù ha kondolennerien[3],[4].
Kondolennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn kondolenn Venezia, anvet gondola veneziana, ez eus ur gondola lariana, dre lien, hag a weler war lenn Como.
-
Gondole lariane war lenn Como
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Kondolenn" eo ar ger e Geriadur Favereau, Geriadur istorel ar brezhoneg, Geriadur brezhoneg An Here, Termofis, Geriadur Ménard (2012, p. 644) ha Devri.
- ↑ "Gondolenn" en Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton (2014, pajenn 1171).
- ↑ PBS - Mark Twain: A Tramp Abroad 1871-1901'.
- ↑ 'The Innocents Abroad, by Mark Twain : CHAPTER XXIII..