Golden Years
Neuz
Golden Years zo ur ganaouenn saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer saoz David Bowie (1947-2016).
- Prantad enrollañ : miz Here 1975,
- Lec'h enrollañ : Studioioù Cherokee en Hollywood (Los Angeles (Kalifornia), SUA),
- Padelezh : 3:22,
- Ti-embann-pladennoù : RCA Records,
- Deiziad dont e-maez ar bladennig : 21 a viz Du 1975,
- Kanaouenn war eil tu ar bladennig : Can You Hear Me,
- Produourien : David Bowie ha Harry Maslin.
Perzh eo ivez eus Station to Station, dekvet albom studio Bowie, deuet e-maez d'an 23 a viz Genver 1976, hiroc'h he fadelezh (4:00) avat. Bez' e voe lakaet ivez war eil tu ar bladennig a zouge Wild Is the Wind[1] (miz Du 1981).
He c'havout a c'haller en un nebeud kendastumadoù ivez :
- Changesonebowie (miz Mae 1976),
- The Best of Bowie (miz Kerzu 1980),
- Golden Years (1983),
- Fame and Fashion (1984),
- Changesbowie (miz Meurzh 1990),
- The Singles Collection (miz Du 1993),
- The Best of David Bowie 1974/1979 (miz Ebrel 1998),
- Best of Bowie (miz Here 2002).
Ar sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Carlos Alomar : gitar,
- Roy Bittan : piano,
- David Bowie : gitar,
- Dennis Davis : taboulin,
- George Murray : gitar-boud,
- Earl Slick : gitar.
Ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dibabet e voe ar ganaouenn gant ar filmaozer stadunanat Brian Helgeland da-geñver e film A Knight's Tale, deuet e-maez e miz Mae 2001. Talvezout a reas da skor sonerezh pa zañs an div dudenn bennañ — c'hoariet gant Heath Ledger (1979-2008) ha Shannyn Sossamon — asambles.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ur ganaouenn bet savet gant Dimitri Tiomkin ha Ned Washington ha kanet e 1957 gant Johnny Mathis evit ar wech kentañ.