Glock (embregerezh)
Glock GmbH, anvet alies GLOCK, zo un embregerezh armoù skañv savet e 1963 ha diazezet e Deustch-Wagram (Aostria)[1]. Dont a ra e anv eus hini e saver Gaston Glock (1929-2023). Brudet eo an embregerezh evit e bistolennoù damsavet e polimer abaoe 1981. Labouradegoù an embregerezh a gaver e Aostria, e Smyrna (Georgia, Stadoù-Unanet Amerika) ha Bratislava (Slovakia).[2]
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz adstummoù eus ar pistolennoù Glock zo bet produet abaoe an hini kentañ anezhe, ar Glock 17, brevetaet e 1981[1]. Memes ma ne oa ket ar bistolenn gentañ dezhi ur framm polimer (an hini gentañ, an Heckler & Koch VP70, a oa bet ijinet e 1970), berzh a reas hag implijet e vez hiziv e armeoù ha polisoù meur a vro, en o zouez SUA, Frañs, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Republik Korea ha kalz reoù all.
Produioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kontilli emgann (Feldmesser 78 ha Feldmesser 81)[1]
- palioù evit an arme (Feldspaten)
- gouleier laser ha poentoù ruz da vontañ war an armoù
Izembregerezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Glock America N.V. (Uruguay)
- Glock, Inc. (Stadoù-Unanet Amerika)
- Glock Middle East FZE (Emirelezhioù Arab Unanet)
- Glock do Brasil S.A. (Brazil)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Glock History war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)
- ↑ Production sites war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)