Gjon Buzuku
Neuz
Gjon Buzuku (XVIvet kantved) a oa ur beleg katolik albanat hag a savas al levr kentañ moullet en albaneg.
El levr-se, ar Meshari, e oa pedennoù, pennadoù eus ar Bibl, displegadennoù diwar o fenn, ha testennoù liderezh. Savet e voe evit lidoù ar Gatoliked, d'ur mare ma oa douaroù Albania en Impalaeriezh Otoman. Moullet e voe e Venezia pe e Shkodër. Emañ ar skouerenn nemeti anezhañ e levraoueg ar Vatikan, e Roma.