Mont d’an endalc’had

Giulio Polerio

Eus Wikipedia

Giulio Cesare Polerio a zo bet ganet e 1548 e Lanciano (Italia) ha marvet e 1612 e Roma (Italia).

Mestrc’hoarier ha skrivagner echedoù italian.

E 1575, Giovanni Leonardo di Bona a voe ambrouget betek Madrid gant e vignon Giulio Cesare Polerio (l'Abruzzese). En hevelep skipailh o doa c’hoariet a-enep da Ruy Lopez ha d’ar mestrc’hoarier spagnol arall, Alfonso Ceron. Diwezhatoc’h e teuas ivez un Italian arall, Paolo Boi, anavezet dindan an anv Il Siracusano ivez.

Goude match 1575, Polerio a zivizas chom e Madrid . Sevel a reas dornskridoù adalek 1580 betek 1600: abalamour da oberennoù Polerio e c’heller anavezout echedoù Spagn hag Italia ag ar prantad-se.

Distreiñ a reas Polerio da Roma. Dont a reas da vout mestrc’hoarier echedoù ar Priñs a Vuoncompagno. E 1606 e voe trec’het gant Geronimo Cascio e Roma.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]