Gilda (kanerez arc'hantinat)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gilda eo anv-micher ar ganerez arc'hantinat Míriam Alejandra Bianchi Scioli, ganet e Buenos Aires e 1961 ha marvet e 1996 e Villa Paranacito, en Entre Ríos. Kanañ a rae cumbia ha música tropical.

Mervel a reas e 1996 en ur gwallzarvoud war an hent, war un dro gant he merc'h hag he mamm, pan eas ur c'harr-samm a-benn en o bus. Kement-se a reas brasoc'h brud d'he fladennoù : ne reas nemet peder en he bev, pa reas seizh goude he marv.

Abaoe a-raok he marv e veze lakaet da santez gant hec'h azeulerien a grede he devoa graet burzhudoù. ur santual zo bet savet e-lec'h ma oa marvet, ha diskouezet e vez eno ar bus. Beziet eo e bered ar Chacarita e Buenos Aires.

He fladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1992 - De corazón a corazón
  2. 1993 - La única
  3. 1994 - Pasito a pasito con Gilda
  4. 1995 - Corazón Valiente (disco de "ORO" en Argentina y "DOBLE PLATINO ")
  5. 1997 - Entre el cielo y la tierra (post mortem)
  6. 1998 - Cuando canta el corazón
  7. 1999 - Las alas del alma
  8. 2000 - Desde el alma [Grandes Éxitos]
  9. 2002 - De oro
  10. 2004 - Los más grandes éxitos
  11. 2004 - Vivo -Grandes Éxitos- (no oficial)1

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur film zo deuet er-maez e 2016 diwar-benn he buhez, gant Natalia Oreiro.