Gigi ar Merdy

Eus Wikipedia

Ul livourez vreizhat eo Gigi Ar Merdy, ganet er bloavezhioù 40 e Pondivi[1] a-raok mont da vevañ da C'hourin. E Bro-Naoned emañ o chom hag o livañ.

Ginette Quesne eo hec'h anv gwir. Skolaerez eo bet e kêr Santez-Lusenn e Kanton Kerc'hfaou e Liger-Atlantel.
E Skol an Arzoù-Kaer Naoned he deus desket tresañ ha livañ. Kemer perzh a ra Gigi ar Merdy er gevredigezh anvet Spered Kelt a-gevret gant arzourien all (livourien, kizellerien, skrivagnerien, h.a.). Skrivet he deus ul levr ivez, Croisez l'Ankou, restez Zen, embannet gant embannadurioù Opéra[2].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sautron.fr
  2. LE MERDY Gigi, COPIN Henri, PHILIBERT Henri, Croisez l'Ankou, restez zen, Éditions Opéra, Naoned, 2012, ISBN 978-2-35370-082-0