Mont d’an endalc’had

Gerberga Germania

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gerberga von Sachsen)

Gerberga von Sachsen, pe Gerberga Germania, pe Gerberga Bro-C'hall[1](913 - † 5 a viz Mae 969 gouez da lod, pe 984 gouez da lod all), a oa merc'h d'an impalaer Herri Iañ Germania, lesanvet an Evnetaer, ha d'e bried Matilda Ringelheim.

Dimeziñ a reas da Loeiz IV Tramor, roue Frankia ar C'hornôg

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ dimeziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e timezas da Gilbert, Dug Loren, ha pevar bugel o doe:

  • Alberade Loren, ganet war-dro 929, hag a zimezas da Renaud (pe Ragenold), ur penn viking a voe anvet kont Roucy[2]
  • Henri, Dug Loren, ganet war-dro 932
  • he merc'h Gerberga Lotaringia, pe Gerberga Vermandois, ganet war-dro 935, a zimezas da Alberzh Iañ Vermandois († 987).
  • Wiltrude, ganet war-dro 937.

Eil dimeziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 939 e timezas da Loeiz IV Tramor, roue Frankia ar C'hornôg, hag eizh bugel o doe:

Hervez skridoù ar mare e oa desket mat speredek, ha troet gant ar politikerezh. Mervel a eure Loeiz IV d'an 10 a viz Gwengolo 954. Mont a reas e intañvez Gerberga da leanez hag abadez e voe e Notre Dame e Laon. Mervel a reas e Reims, Champagne.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pa ne oa ket eus Bro-C'hall c'hoazh
  2. ?.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom:Familypedia