George Best

Eus Wikipedia
George Best e 1976

George Best, bet ganet e Béal Feirste (Norzhiwerzhon) d'an 22 a viz Mae 1946 hag aet da Anaon e karter Kensington Londrez (Bro-Saoz) d'ar 25 a viz Du 2005, a oa ur melldroader etrebroadel norzhiwerzhonat. Tremen a rae da c'hoarier hep e bar, e-touez gwellañ argaderien istor ar vell-droad hep mar ebet.

Barrek da c'hoari evel araoger kreiz koulz hag askeller a-drugarez d'e berzhioù naturel – dribler prim hag ouzhpenn donezonet – e teuas brud dezhañ en abeg d'ar vuhez diroll a rene e-maez an tachennoù mell-droad.

Da viken e chomo e anv liammet ouzh hini Bobby Charlton hag hini Denis Law en devoa c'hoariet ganto evit Manchester United Football Club (1961-1974).

Seizh gwech ha tregont e voe douget krez e skipailh broadel gantañ, etre 1964 ha 1977, o lakaat nav fal e kaouedoù ar skipailhoù enep.