Mont d’an endalc’had

Jenovefa

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Genoveffa)

Jenovefa zo un anv-badez brezhonek, deuet eus an anv gallek Geneviève, Genovefa e latin, anv ur santez eus Pariz war-dro ar Vvet kantved.

Un anv a orin germanek e vefe. Kenowefa /Kenuwefa a vefe savet diwar ken- « gouenn » ha wefa « maouez », kar d'ar ger saoznek wife.

Vefa eo ar stumm bihanaat.

  • Genevieve e saozneg
  • Geneviève e galleg. Berraet e Ginette
  • Genoveva en izelvroeg, portugaleg ha spagnoleg
  • Genoveffa en italianeg
  • Genowefa, e poloneg

E spagnoleg e vez droukvesket alies gant Ginebra, hag en italianeg gant Ginevra, anvioù deuet eus mojenn ar Roue Arzhur (Guinevere e saozneg, Guenièvre e galleg)