Garvleiz boutin
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Chondrichthyes | ||
| Urzhad : | Rajiformes | ||
| Kerentiad : | Myliobatidae | ||
| Genad : | Myliobatis | ||
| Anv skiantel | |||
| Myliobatis aquila Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar garvleiz boutin (Myliobatis aquila) a zo ur pesk plat, kar d'ar rae, hag a vev e reter meurvor Atlantel, er mor Kreizdouar hag e mervent meurvor Indez.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 2.50 m eo e hirder hag etre 20 ha 30 kg e bouez. Stag ouzh e lost hir ez eus ur broud binimus. 7 renkennad dent a zo en e c'henoù.
En em vagañ a ra diwar blotviled a ziskoach dre duriañ an traezh.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevc'haner eo. Bep bloaz e vez ganet gant ar barez etre 3 ha 7 garvleiz bihan.