Game Guru

Eus Wikipedia
Logo an embregerezh The Game Creators, Ltd.

Game Guru pe GameGuru (a-raok FPS Creator reloaded) zo ur meziant hag a servij da sevel c'hoarioù urzhiataer ha sevenet gant an embregerezh The Game Creators, Ltd.. An embregerezh a vez entanet gant ar c'hoant da aesaat ar sevel c'hoarioù video. Ur wech savet ur c'hoari video gant Game Guru e c'haller gwerzhañ anezhañ, ar gwirioù o vezañ perc'hennet dre prenañ ar meziant.

Istor ar meziant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Du 2012, an embregerezh The Game Creators, Ltd. a grouas ur c'hampagn rastellañ arc'hant evit sevel un doare nevez, un adsevel d'ar meziant FPS Creator lesanvet a-benn neuze "FPS Creator Reloaded". Implijet e voe hent ar crowd funding dre al lec'hienn Kickstarter. En desped d'ur surentez re izel da geñver ar rastelladenn arc'hant, ur poster arc'hant prevez a roas e harp evit arc'hantaouiñ ar meziant met dre ur savenn all unan serret. D'an 31 a viz Here 2013, un doare beta d'ar meziant a voe embannet gant ur stumm digor d'un nebeud tud. Ur wech embannet e voe klasket un anv nevez d'ar meziant, dont a reas da vezañ Game Guru. Buan a-walc'h e voe digoret ar meziant war-zu doareoù c'hoarioù all evit ar re first-person shooter. Adalek ar 27 a viz C'hwevrer 2015 e c'haller e bellgargañ dre ar savenn Steam.