Mont d’an endalc’had

Gallia Comata

Eus Wikipedia
Galia hag he fobloù, er c'hentañ kantved kent JK.

Gallia Comata eo al lesanv a rae ar Romaned, betek -51, eus al lodennoù eus Galia a oa en tu-hont da Narbonensis (pe Provincia), etre ar Pireneoù hag ar Roen. Aloubet e voent gant Julius Caesar etre -58 ha -51.

Tres Galliae (=teir Galia) a reer ivez eus ar broioù-se, a oa anezho, diwezhatoc'h, Gallia Belgica, Gallia Lugdunensis (pe Gallia Celtica) ha Gallia Aquitania. Caesar a skrivas : Omnis Gallia est divisa in partes tres : Tres Galliae.

Ne ouzer ket mat petra eo orin al lesanv-se, ha ne gaver ket e skrid Caesar, goude m'me~mañ en oberenn Plinius. Comata, a dalvez kement ha « blevek » e latin. Gallout a rafe ober dave d'ar c'hoadek ma oa al lodennoù-se eus Galia en amzer-hont, e-skoaz Italia. Pe gallout a rafe ober dave ivez d'ar blevek ma oa o annezidi, ar C'halianed, o devoa blev ha mourroù hir, e-skoaz ar Romaned a aotenne o barv hag a droc'he o blev. Gant ar romenekaet e kemmas o gizioù hag o dilhad, o blev hag o yezh.


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]