Mont d’an endalc’had

Celtica

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gallia Celtica)
Galia a-raok aloubidigezh Caesar e 58. Gallia Celtica en gwer.
Proviñs Lugdunensis

Celtica, pe Gallia Celtica en latin, da lavarout eo Galia geltiek, a oa unan teir rannvro Galia hervez De Bello Gallico, danevell Julius Caesar, war lez kleiz ar Roen. Gouez d'ar jeneral roman e oa rannet Galia etre teir rannvro:

Hervez Plinius an Henañ avat eo ar Saena a rae ar vevenn entre ar Velged, en hanternoz, ha Celtica, er c'hreisteiz. Ar Velged koulskoude, pe darn anezho da vihanañ, a gomze ur yezh keltiek : ur c'hevredad pobloù e oant, ha n'eo ket ur bobl gant ar memes yezh. Arvorig ivez, hervez istorourien zo, a oa ur c'hevredad pobloù, hag ur vro distag, etre ar Saena hag al Liger.

Sed a skriv Caesar en de Bello Gallico :

Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.
Galia en he fezh zo rannet etre teir lodenn : unan ma vev ar Velged, unan all ma vev an Akitaned, an trede gant ur bobl, a ra Kelted anezho en he yezh, ha ni en hon hini a ra Galianed anezho[1].

Sed a skriv Plinius en e Historia Naturalis :

Gallia omnis Comata uno nomine appellata in tria populorum genera dividitur, amnibus maxime distincta. a Scalde ad Sequanam Belgica, ab eo ad Garunnam Celtica eademque Lugdunensis, inde ad Pyrenaei montis excursum Aquitanica, Aremorica antea dicta. Universam oram.
Galia en he fezh a anavezer dindan an anv Comata, zo rannet entre teir fobl, a zisheñveler dre ar stêrioù-mañ: Belgica adal an Escaut betek ar Seine, Celtica pe Lugdunensis adal ar Seine betek ar Garona, hag Aquitania, a oa anvet Aremorica diagent, adal ar Garona betek ar menezioù Pireneoù. »

En amzer an impalaer Augustus ez aio Celtica d'ober ar broviñs roman anvet Lugdunensis, a voe rannet adarre en IIIe kantved.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]