Galiza Ceive-OLN

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Galicia Ceibe-OLN)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Galicia Ceibe-Organización de Liberación Nacional (Galicia Ceibe-OLN) ("Galiza Dieub-Aozadur evit an Dieubidigezh Vroadel") a oa anv un aozadur disranner galizek eus an tu-kleiz bet krouet e 1980 gant Partido Galego do Proletariado (PGP, "Strollad Proletariad Galiza") evel un talbenn politikel.

Dont a reas da gemer e blas da vat e 1981 pa oa bet divodet ez-ofisiel PGP o kenderc'hel da difenn dieubidigezh leun Galiza hag hep sevel a-enep d'ar stourm dre an armoù.

E 1982 e oa hennezh unan eus an aozadurioù hag a gemeras perzh e krouidigezh Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza"), met mont a reas kuit un nebeud mizioù war-lerc'h dre ma tifnne ur strategiezh disheñvel e-keñver ar mouezhiadegoù.

Da geñver mouezhiadegoù 1983 e oa bet savet ul listenn unvan anvet Candidaturas de Unidade Popular enni Galiza Ceive-OLN a-gevret gant Partido Comunista Obrero Español (PCOE, "Strollad Komunour Micherour Spagn") ha tud distrollad all. Izel-tre e oa bet an disoc'hoù avat ha gant an dipitet ma oant, er VI Bodad Vroadel e kinnigas Xosé Luís Méndez Ferrín divodañ an aozadur ez-ofisiel er bloavezh-se, met voete e oa bet a-enep gant an darn vrasañ eus an izili. Kemmañ a reas an aozadur e anv neuze ha dont a reas da vezañ Galiza Ceive-OLN hervez ar skritur "reintegracionista" hag a glask adunaniñ ar galizeg hag ar portugaleg dre skrid.

Souten a reas ez-politikel ar strollad armet Exército Guerrilheiro do Povo Galego Ceive.

E 1988 e voe bet savet Frente Popular Galega ("Talbenn Pobl Galiza") dre unaniñ Galiza Ceive-OLN gant un disrann eus Unión do Povo Galego (UPG, "Unvaniezh Pobl Galiza") anvet Partido Comunista de Liberación Nacional ("Strollad Komunour evit an Dieubidigezh Vroadel") mui Grupos Independentistas Galegos "Stroladoù Disrannourion Galiza") ene studierion/ezed eus Skol-Veuur Sant-Jakez a Gompostela.

Kuitaat a reas Galiza Ceive-OLN an Talbenn ur bloaz war-lerc'h avat abalamour da sav-poentoù disheñvel e-keñver strategiezh, en em divodañ a reas ha savet e oa bet en e lerc'h Assembleia do Povo Unido (APU).