Desman ar Pireneoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Galemys pyrenaicus)
Desman ar Pireneoù


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Soricomorpha
Kerentiad : Talpidae
Genad : Galemys
Anv skiantel
Galemys pyrenaicus
Saint-Hilaire, 1811
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Desman ar Pireneoù (Galemys pyrenaicus) a zo ur bronneg hag a vev el ledenez iberek hag er Pireneoù. Er c'herentiad Talpidae emañ, asambles gant ar gozed. Ar spesad nemetañ eo er genad Galemys.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiroc'h eo e lost (14 cm) eget e gorf (12 cm) ha war-dro 50 g eo e bouez. Hir ha du eo e voj. E feur tev zo gell war e gein hag arc'hantet war e gof. Ober a ra gant e lost evel gant ur stur evit neuial. Tennañ a ra d'an desman musk nemet eo bihanoc'h hag azasaet e gorf ouzh ar froudoù.

A-goubladoù padus e vev desman ar Pireneoù. Un torad pe zaou (etre 1 ha 4 c'holen bewech) a vez ganet gant ar barez bep bloaz.