Desman musk
| |||
|---|---|---|---|
Un desman plouzet
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Soricomorpha | ||
| Kerentiad : | Talpidae | ||
| Genad : | Desmana | ||
| Anv skiantel | |||
| Desmana moschata Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An desman musk (Desmana moschata) a zo ur bronneg hag a vev e Rusia, Ukraina ha Kazakstan. Er c'herentiad Talpidae emañ, asambles gant ar gozed. Ar spesad nemetañ eo er genad Desmana.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tennañ a ra an desman musk d'ar minoc'h-dour daoust dezho bezañ e daou gerentiad disheñvel.
War-dro 20 cm eo e gorf, evel e lost plat hag a ra gantañ evel gant ur stur p'emañ o neuial. 450 g eo e bouez. Palvezek eo e bavioù a-dreñv ha dambalvezek e bavioù a-raok.
Ober a ra gant e voj kizidik evit turiat naoz ar stêrioù diouzh an noz.
A-stroll e vev an desmaned musk, ar pezh a zo ral gant amprevanetaerien.
Padout a ra an dougen etre 40 ha 50 devezh ha dizonet e vez an 3 pe 4 c'holen goude peder sizhun.
Gwarez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet chaseet e-pad pell eo gwarezet an desman musk hiziv an deiz. En arvar emañ c'hoazh en abeg da zistruj ha saotradur e diriad.
