Galava
Neuz
Galava, anvet ivez kreñvlec'h roman Ambleside, zo ur c'hreñvlec'h roman kozh eus hanternoz proviñs Britannia, hag a zo e-kichen lenn Windermere, nepell diouzh kêr Ambleside, e kontelezh Cumbria. Savet e voe er Iañ pe en eil kantved goude J.K., war an hent roman a oa etre Brocavum (Brougham) ha Glannoventa (Ravenglass).
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo an anv Galava er skridoù latin :
- Itinerarium Antonini. 4812 (Iter X) : Galava
- Dizanv Ravenna 1071 : Calunio / Caluuio, Colunio / Galunio / Galluuio
Talvezout a rafe kement ha : "kreñvlec'h e-kichen ar froud"[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. 1982. p. 365