Gairloch

Eus Wikipedia
Geàrrloch

Geàrrloch

Geàrrloch Geàrrloch

Gairloch (gouezeleg Skos : Geàrrloch) e zo ur gêrig war lez Loch Gairloch (Gair Loch), en arvor gwalarn Bro-Skos, e Wester Ross (Taobh Siar Rois). Pleustret kalz e vez e-pad an hañv abalamour d'an dachenn-golf, d'ar mirdi, d'al letioù, d'an traezh ha d'ar menezioù nepell.

Ur barrez eo Gairloch ivez, enni kêriadennoù Poolewe, Kinlochewe, en holl tostik da 3 000 a dud. En Achnasheen (Achadh na Sìne) emañ an tostañ porzh-houarn, hag en Inbhir Nis an tostañ aerborzh.

Skingomz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur skingomz lec'hel zo e Gairloch, anvet Rèidio dà Locha, pe Two Lochs Radio.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Gairloch eo bet beziet ar barzh gouezelek Uilleam Ros (1762-1791), ganet en Broadford, en enez Sgitheanach, marvet da 28 vloaz e Badachro.

Gouel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouel ar soner Iain ‘Dall’ MacAoidh (1656-1754), biniaouer dall Mackenzie of Gairloch, tad-kozh Uilleam Ros.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]