Görlitz
Görlitz (sorabeg : Zhorjelc) a zo ur gêr-arondisamant e Saks, en Alamagn. War at stêr Neisse emañ, hag E-tal ar gêr boloniat anvet Zgorzelec. Ur gêr nemetken e oa an div gêr-se betek 1945. Mat eo an darempredoù etre an div gêr hiziv an deiz : daou bont a zo bet adsavet, boutin eo ar merañ, ha bodet e vez an daou guzul-kêr meur a wech ar bloaz. 56 724 annezad a oa e 2007.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouezer ket pe vare e voe savet Görlitz. E 1071 e voe meneget evit ar wech kentañ. D'ar mare-se e oa ur gêriadenn anvet Gorelic, e rannvro Luzasia, hag a voe staget goude-se ouzh Bohemia. Ur gêr e teuas da vezañ en XIIIvet kantved. Goude-se e voe unan eus a 6 kêr a yae d'ober Kevredad ar C'hwech Kêr : Görlitz, Bautzen, Lauban, Löbau, Kamenz ha Zittau.
E Görlitz eo e voe ganet ar prederour alaman Jakob Böhme e 1575.
Goude Brezel Tregont Vloaz e voe perc'hennet Luzasia-Uhel gant Saks (1635). Goude brezelioù Napoleon e voe aozet Kendalc'h Vienna e 1815, ha roet e voe Görlitz da Brusia. Ul lodenn eus Silezia e voe neuze etre 1815 ha 1945.
Da vare dibenn an Eil Brezel-Bed e voe lakaet holl bontoù ar stêr Neiße da darzhañ. E 1945 e voe kemmet an harzoù, ha neuze e voe rannet Görlitz : al lodenn war vord dehou ar stêr a voe roet da Bolonia hag anvet e voe Zgorzelec e 1948, padal e chomas al lodenn a-gleiz en Alamagn. Pa voe divodet ar stadoù kozh gant gouarnamant DDR e 1952 e voe lakaet Görlitz e distrig Dresden. Ar stadoù (Länder) a voe savet en-dro e 1990.
Ur gêr a-bouez bras eo Görlitz a-fet tisavouriezh : savadurioù gotek, barok, arz nevez ha re eus an Azginivelezh a gaver enni. Un dra rouez eo, rak lod brasañ kêrioù Alamagn a zo bet distrujet e-pad an Eil Brezel-Bed.
Tud vrudet bet ganet e Görlitz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Michael Ballack (1976 - ), c'hoarier mell-droad
- Jens Jeremies (1974 - ), c'hoarier mell-droad
- Oskar Morgenstern (1902 - 1977), matematikour
- Thomas Ritter (1967 - ), c'hoarier mell-droad
- Reinhart Koselleck (1923-2006) - istorour