Mont d’an endalc’had

Philippe d'Orléans (1674-1723)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fulup II Orleañs)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Ur pennad Philippe d'Orléans zo ivez.
Philippe d'Orléans
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPhilippe d'Orléans Kemmañ
Anv-bihanPhilippe Kemmañ
Anv-familhd'Orléans Kemmañ
Titl noblañsdug Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Eos 1674 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChâteau de Saint-Cloud Kemmañ
Deiziad ar marv2 Kzu 1723 Kemmañ
Lec'h ar marvVersailhez Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadFulup Iañ Orleañs Kemmañ
MammElisabeth Charlotte von der Pfalz, La Palatine Kemmañ
Breur pe c'hoarPhilippe Charles, Duke of Valois, María Luisa de Orleans, Anne Marie d'Orléans, Élisabeth Charlotte of Orléans, Alexandre-Louis d'Orléans Kemmañ
PriedFrançoise Marie de Bourbon Kemmañ
FamilhTiegezh Orleañs Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
KargRejañs Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
Oberenn heverkOrleans Collection Kemmañ
Perc'henn warLeda and the Swan, Venus and Mars Kemmañ
Prizioù resevetKnight of the Order of the Holy Spirit, Knight of the Order of Saint-Michel, Knight of the Order of the Golden Fleece Kemmañ
Bet kinniget evitCésar Award for Best Music Written for a Film Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Gallery of Art, Philadelphia Museum of Art, Yale Center for British Art Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Philippe d'Orléans (1674-1723), Rejant Bro-C'hall

Fulup II Orleañs (Philippe d'Orléans e galleg), ganet d'an 2 a viz Eost 1674 e Saint-Cloud, Bro-C'hall, ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1723 e Versailhez, a oa ur priñs gall, niz d'ar roue gall Loeiz XIV. Dug Chartres, dug Orléans, dug Nemours ha dug Montpensier e oa. Rejant Rouantelezh Bro-C'hall e voe e-pad eizh vloaz, etre 1715 ha 1723, evit Loeiz XV, mab-bihan d'ar roue kozh, a oa marvet e dad digantañ.

Mab e oa da Fulup Iañ Orleañs (1640-1701), breur d'ar roue Loeiz XIV, ha d'e eil pried, ar briñsez alaman, Liselotte von der Pfalz(1652-1722). Da gentañ ne oa nemet dug Chartres. Savet ha desket e voe da vezañ soudard ha diplomat, evel ma teree d'ur priñs a ouenn uhel. Troet e oa gant an istor, an douaroniezh, ar brederouriezh, hag ar skiantoù. Ne blije ket dezhañ marc'hegañ, chaseal na dañsal. Eñvor avat en doa, anaout a rae mat lignezoù tud al lez c'hall. Speredek e oa ha labourat kalz a rae. Dug Orléans e oa abaoe 1701 pa varvas e dad Philippe.

Dimezet e voe, en desped dezhañ, da Françoise Marie de Bourbon (1677-1749), ur vastardez d'ar roue Loeiz XIV, pa soñje dimeziñ d'ur briñsez a renk gantañ. Un dimeziñ c'hoantaet ha mennet gant Loeiz XIV e oa, met ne voe ket gwall evurus. N'en em gleve ket an daou bried, Madame Lucifer a rae eus e wreg, met bugale o devoe memes tra.

Eizh bugel o doe, seizh merc'h hag ur mab.

  1. Mademoiselle de Valois ( 16931694) ;
  2. Marie Louise Élisabeth d'Orléans (16951719), lesanvet Joufflotte, dimezet e 1710 da Charles, dug Berry ; marvet da 23 bloaz;
  3. Louise Adélaïde d’Orléans ( 16981743), lesanvet Mademoiselle d’Orléans ;
  4. Charlotte-Aglaé d'Orléans ( 17001761), anvet ivez Mademoiselle de Valois, dimezet e 1720 da Francesco III d'Este, dug Modena ;
  5. Louis Ier d’Orléans, dug Chartres, ha goude dug Orléans (1723), lesanvet an Deol (4 a viz Eost 17034 a viz C'hwevrer 1752) ;
  6. Louise Élisabeth d'Orléans ( 17091742), Mademoiselle de Montpensier, dimezet e 1723 da Luis Iañ , roue Spagn;
  7. Philippine Élisabeth Charlotte d’Orléans (17141734), Mademoiselle de Beaujolais, marvet da 20 vloaz ;
  8. Louise Diane d’Orléans ( 17161736), Mademoiselle de Chartres, dimezet e 1732 da Louis François de Bourbon-Conti, priñs Conti; marvet da 20 vloaz.

Meur a vastard en doe ivez, en o zouez :

Philippe d'Orléans, poltredet gant Rigaud en 1689.