Louis d'Orléans (1703-1752)

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Louis d'Orléans zo ivez.
Louis d'Orléans (1703-1752)

Loeiz Iañ Orleañs, pe Louis d'Orléans (1703-1752), lesanvet « le Pieux », a oa ur priñs gall. Mab e oa d'ar Rejant gall, tad-kozh da Philippe Égalité ha tad-kuñv d'ar roue gall Louis-Philippe Iañ.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa d'ur briñsez alaman, Auguste von Baden-Baden (1704-1726), bloaz yaouankoc'h evitañ, ha daou vugel o doe.

  • Louis Philippe d'Orléans (1725-1785), lesanvet « le Gros », dug Chartrez (1725-1752) ha goude dug Orléans (1752), Valois, Nemours ha Montpensier (1752-1785), kentañ priñs a wad.
  • Louise-Marie d’Orléans (5 Eost 1726 - 14 Mae 1728), ne vevas ket ar verc'hig betek he 2 vloaz.

Mervel a reas ar wreg yaouank o c'henel he merc'h, ha hi 22 vloaz.

Ne addimezas ket ar priñs intañvet.