Friedrich Karl von Hessen-Kassel
Neuz
Friedrich Karl von Hessen-Kassel (1868–1940), a oa ur jeneral prusian a voe dilennet da Roue Finland e 1918 a-raok ma voe savet Republik Finland e 1919. Mab e oa da Friedrich von Hessen-Kassel ha da Anne von Preußen, a oa merc'h da Carl von Preußen ha Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1893 e timezas da Margarethe von Preußen (1872-1954), c'hoar da Impalaer Alamagn. C'hwec'h bugel o doe :
- Friedrich Wilhelm Sigismund von Hessen (1893–1916), marvet er brezel, e Roumania,
- Maximilian Friedrich Wilhelm Georg von Hessen (1894–1914), marvet war an talbenn e Belle (Flandrez), e Flandrez Frañs;
- daou c'hevell
- Philipp von Hessen (1896–1980), Obergruppenfürher en S.A, dimezet e 1925 da Mafalda di Savoia (1902-1944), a voe kaset da gamp Buchenwald gant an nazied ;
- Wolfgang von Hessen (1896–1989), dimezet da Marie Alexandra von Baden;
- Christoph Ernst August von Hessen (1901–1943), dimezet da Sophie Gres; marvet e-pad ar brezel, en Italia, en ur gwallzarvoud a vije bet aozet war urzh Hitler;
- Richard Wilhelm Leopold von Hessen (1901–1969).