Friedrich-Paul von Groszheim
Friedrich-Paul von Groszheim (bet ganet d'ar27 a viz Ebrel, 1906 e Lübeck en Alamagn) oa bet bet bac'het gant an Nazied abalamour d'e revelezh.
Unan eus 230 gour e oa Von Groszheim bet harzhet e Lübeck gant an SS e miz Genver 1937 tamallet da vezañ heñvelrevourion lakaet da dorfed hervez Mellad 175.
Kaset e oa bet d'an toull-bac'h e-pad dek miz ma oa rediet da wiskañ al lizherenn "A" a dalveze Arschficker ("paotr e bri") hag eno e c'houzañvas meur a walldaol hervezañ e-unan, dalc'het en ur gellig vihan hep tamm tommerez, nebeut-tre a voued hag hep privezioù.
Adharzhet e oa bet e 1938 hag ar wezh-se e oa bet jahinet ha spazhet dre ret a-raok ma oa bet leusket da vont kuit.
Abalamour ma oa bet spazhet e oa bet nac'het outañ gallout ober e goñje e 1940.
Harzhet e oa bet evit an teirvet gwezh e 1943, ar wezh-mañ evel prizoniad politikel abalamour ma savas a-du an ez-Kaizer Wilhelm II ha kaset e oa bet da gamp-bac'h Neuengamme.
Mont a reas da Hamburg da chom goude ar brezel.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |