Frederig V Danmark
Neuz
(Adkaset eus Frederik V)
Ur pennad Frederig V zo ivez.
Frederig V Danmark, pe Frederik V e daneg (1723–1766), a oa Roue Danmark ha Roue Norge adal 1746 betek e varv 20 vloaz diwezhatoc'h.
Mab e oa da Christian VI ha da Sophie Magdalene von Brandenburg-Kulmbach e bried.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas.
Eured kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ ec'h euredas da Louise Breizh-Veur.
Pevar bugel o doe:
- Sofia Magdalena Danmark, dimezet da Gustav III , roue Sveden.
- Vilhelmine Caroline Danmark, ganet e 1747, dimezet da Wilhelm Iañ Hessen-Kassel, priñs Hessen-Kassel.
- Christian VII, roue Danmark-Norvegia, ganet e 1749
- Louise Danmark, ganet e 1750, dimezet da Carl von Hessen.
Eil dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude intañviñ ec'h addimezas da Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel. Ur mab o doe, ar priñs Frederig Danmark (1753-1805).
Pried kleiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugale all en doe gant e bried-kleiz Else Hansen :
- Frederikke Margarethe de Hansen, kontez Destinon (1747–1802)
- Frederikke Catherine de Hansen, kontez Lützau (1748–1822)
- Anna Marie de Hansen, Itron Fehmann, ha goude Itron van Meulengacht (1749–1812)
- Sophie Charlotte de Hansen, Kontez Origny (1750–1779)
- Ulrik Frederik de Hansen (1751–1752)