Frederig Iañ (Prusia)
Frederig Iañ (e brezhoneg) pe Friedrich Iañ (Königsberg 1657 – 1713 Berlin) a oa priñs-dilenner (pe Kurfürst) Brandenburg hag anvet Friedrich III neuze, ha dont a reas da vout kentañ roue Prusia e miz Genver 1701, en eskemm ouzh e skoazell d'an impalaer Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel e-pad Brezel Hêrezh Spagn a-enep Bro-C'hall.
Dug Prusia e oa eus 1688 da 1701, ha roue Prusia adalek 1701 betek 1713.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1688 e varvas e dad, Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg, priñs-dilenner Brandenburg. Dont a reas da vout priñs-dilenner en e lec'h, hag anvet e oa Frederig III. Pa voe anvet da roue e 1701 e teuas da vezañ Frederig Iañ.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klañvidik e oa. Stummet fall e oa e skoaz.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas.
- En 1679 e timezas da Elisabeth von Hessen-Kassel (1661-1683), merc'h d'al landgrav Wilhelm VI von Hessen-Kassel. Ur verc'h o doe:
- Luise von Brandenburg (1680-1705), a zimezas en 1700 d'he c'henderv Friedrich von Hessen-Kassel (1676-1751)
- Bloaz goude marv e bried kentañ, en 1684, ec'h addimezas da Sophie Charlotte von Hannover (1668-1705); honnezh a oa merc'h da Ernst August von Hannover (1629-1698) ha da Sophie von der Pfalz, hag ivez filhorez ha keniterv da dugez Orleañs. Daou vab o doe:
- Frederig Prusia (1685-1686), marvet en bugel
- Frederig Gwilherm Iañ Prusia (1688-1740), roue Prusia (1713-1740), dimezet en 1706 da Sophie Dorothea von Hannover
- Tri bloaz goude marv e eil gwreg, en 1708, ec'h addimezas da Sophie Luise von Mecklenburg-Schwerin (1685-1735), merc'h da Frederig Iañ von Mecklemburg-Schwerin.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e 1713, pemp bloaz goude e drede eured.