Franseza-Zavier Kabrini
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Francesca Saverio Cabrini, pe Frañseza-Maria Cabrini , a zo bet ul leanez italiat (ganet d'ar 15 a viz Gouhere 1850 e Sant'Angelo Lodigiano ha marvet d'an 22 a viz Kerzu 1917 e Chicago), diazezourez Misionerezed ar Galon sakr, kentañ aozadur misionerezed katolik hep liamm gant un aozadur gwazhed.
Kaset e oe da Stadoù-Unanet Amerika ha labourat a reas e servij an Italianed divroet di. Bountañ e rae e genvroidi da vezañ izili an demokratelezh amerikan. Mervel a reas e Chicago en 1917. Lakaet eo bet da santez ha patronez an enbroidi gant ar pab Pi XII.