Francesca Saverio Cabrini

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Franseza-Zavier Kabrini

Frañseza-Maria Cabrini (ganet d'ar 15 a viz Gouhere 1850 e Sant'Angelo Lodigiano ha marvet d'an 22 a viz Kerzu 1917 e Chicago) a oa ul leanez italian, diazezourez Misionerezed ar Galon Sakr, kentañ aozadur misionerezed katolik hep liamm gant un aozadur gwazed.

Kaset e voe da Stadoù-Unanet Amerika ha labourat a reas e servij an Italianed divroet di. Bountañ e rae he c'henvroidi da vezañ izili an demokratelezh amerikan.

D'ar 7 a viz Gouere 1946 e voe lakaet da santez ha patronez an enbroidi gant ar pab Pi XII.