Franked ar Roen
Neuz
Franked ar Roen eo al lodenn eus pobl ar Franked a oa war lez ar Roen er Vvet kantved, en-dro da gêr Köln, er vro zo aet d'ober Nordrhein-Westfalen en Alamagn, hiriv. Adal ar VIIvet kantved e voe graet Ripuarii pe Ribuarii anezho.
Deuet e oant da chom e bro an Ubii en-dro da gêr Köln. Amezeien e oant d'ar Salii, ar Franked all a oa en Impalaeriezh Roman, er vro a zo deuet da vezañ an Izelvroioù ha Belgia, hag a ziskennas goude betek al Liger, hag a grouas an impalaeriezh frank, Francia.
Salii ha Ripuarii a oa anvioù nevez da vodadoù nevez eus meuriadoù kozh war-dro an harzoù war lez ar Roen.