Frank Nitti
Neuz
Frank Nitti
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Rouantelezh Italia |
Anv-bihan | Frank |
Anv-familh | Nitti |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1886 |
Lec'h ganedigezh | Angri |
Deiziad ar marv | 19 Meu 1943 |
Lec'h ar marv | North Riverside |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Mount Carmel Cemetery |
Kondaonet evit | tax noncompliance |
Micher | torfedour |
Francesco Raffaele Nitto, ganet d'ar 27 a viz Genver 1886 hag emlazhet d'an 19 a viz Meurzh 1943, brudet evel Frank Nitti, ha lesanvet "The Enforcer", a oa ur gangster italian-amerikan. Unan eus pennoù bras gang Al Capone e oa, Nitti a rae war-dro an arc'hant lous gounezet gant ar gang. Nitti a oa deuet da vezañ penn ar Chicago Outfit, ur wech toullbac'het Capone.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Bruce Gordon e meur a lodenn eus ar stirad skinwel orin war ABC television The Untouchables, diazezet war skrid-buhez Eliot Ness
- Gant Harold J. Stone e 1967 er film gant Roger Corman The St. Valentine's Day Massacre.
- Gant Sylvester Stallone er film Capone e 1975. Nitti a grog evel gward-korf, lazher, ha kuzulier Capone (Ben Gazzara) a-raok trubardiñ anezhañ en ur werzhañ an dosieroù a lakao Capone da vezañ harzet evit aferioù arc'hant kuzhet. Evel penn nevez ar Chicago Outfit, gwelet e vez er fin o weladenniñ Capone war e zalaroù e Palm Island e 1946, ur bloaz a-raok marv Capone ha tri bloaz goude emlazh Nitti er wirionez.
- Gant Billy Drago, o c'hoari an den doare ijinet er The Untouchables e 1987. Er film-se Nitti a varv bannet eus toenn lez-varn Chicago gant Ness (Kevin Costner) e-pad prosez Al Capone er bloavezhioù 1930, kalz a-raok e varv gwirion e 1943.
- Gant Anthony LaPaglia e 1988 er film buhez Nitti: The Enforcer.
- Gant Paul Regina er stirad skinwel The Untouchables eus 1993.
- Gant Stanley Tucci er film Road to Perdition eus 2002.
- Gant Bill Camp e 2009 er film Public Enemies.
- Gant Will Sasso er stirad skinwel eus 2013 war Comedy Central Drunk History.
- E 1983 er film Easy Money, Frank Nitti eo anv ur pizza prenet gant Rodney Dangerfield.