Mont d’an endalc’had

Francisco Gento López

Eus Wikipedia
Gento e 1965

Francisco Gento López (pell anavezetoc'h evel Paco Gento pe Gento), bet ganet d'an 21 a viz Here 1933 e Guarnizo (Kantabria, Spagn), a zo bet ur melldroader etrebroadel spagnol.

Ne anavezas nemet daou gleub a-hed e vicher : Racing de Santander (1952-1953) ha Real Madrid (1953-1971). Gant hemañ ziwezhañ e c'hounezas c'hwec'h gwech Kib ar c'hleuboù kampion europat adalek 1956 betek 1966 (o kemer perzh e daou c'hourfenn ouzpenn e 1962 ha 1964).

Perzh e voe eus linenn argadiñ dibar ar Merengues[1], a-gevret gant Canário, Luis del Sol, Alfredo Di Stéfano, Joseíto, Raymond Kopa, Ramón Marsal, Enrique Mateos, Ferenc Puskás pe Héctor Rial

Askeller kleiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Gento e daou zalc'h :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh Real Madrid.