Francine Vasse

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Francine Vasse (1881-1966) a oa ur gomedianez poblek eus a-raok an Eil brezel-bed e Naoned.

Ganet e Rouen, Francine Vasse a foetas bro gant meur a strollad c'hoariva, en o zouez C'hoariva Broadel Montreal. E-pad un droiad eo e kejas gant he gwaz Camille Duc. C'hoari a reas er C'hoariva Graslin e Naoned e-pad tri bloaz. Rener ar gazetenn Le Phare, Maurice Schwob, a vountas anezhi da zont da vezañ renerez ar C'hoariva Colbert. C'hoariet e voe anvioù bras an oberourien c'hall : Molière, Racine, Corneille, Regnard, Alfred de Musset, Victor Hugo, Alexandre Dumas ha zoken Maurice Barrès. Ren a reas ar sal-mañ betek 1958, gant berzh bras e-touez an Naonediz.

An deiz hiziv eo anvet ar c'hoariva-mañ diouzh he anv. Ar sal Francine Vasse a zo unan eus lec'hioù buhez sevenadurel Naoned.