Mont d’an endalc’had

Francesillo de Zúñiga

Eus Wikipedia

Francés de Zúñiga (Béjar, proviñs Salamanca, ~1480 - Béjar, 1532), a oa furlukin Garl I a Spagn hag aozer danevellskridoù fentus diwar buhez al Lez.
Ne voe lesanvet Francesillo ("Frañsez vihan") nemet e kreiz an 19vet kantved.

Dre ma'z eo Zúñiga anv e vestr kentañ e gwirionez e chom dianav anv tiegezh Francés de Zúñiga. Diwar e skridoù end-eeun ez eus bet dastumet e oa ezel eus ur familh yuzev he devoa divizet kemer ar vadeziant pa voe forbannet ar Yuzevien dre lezenn e 1492. E Béjar e oant chomet abaoe, en ul lec'hienn anvet Navarredonda.
Nebeut-tre a ouzer diwar e yaouankiz, war-bouez e vicher : kemener e oa, hag unan brudetoc'h evit e fent eget evit e labour, ar pezh en lakaas e deroù ar 16vet kantved da vezañ kemeret evel furlukin e servij Álvaro de Zúñiga, dug Béjar. A-hed e vuhez e chomas feal d'e vestr, betek kemer e anv zoken.
E 1505 e timezas gant Isabel de la Serna, a roas daou vugel dezhañ, ur verc'h anvet Mariana hag ur mab anvet Álvaro – anv hemañ o vezañ un testeni all d'e fealded d'an dug. Beajiñ a reas Francés gant e vestr, hag alies e veze el Lez roueel.
E servij an dug e oa e 1517 pa zeuas Karl a Habichtsburg (1500-1558) da Spagn a-benn bezañ lakaet da roue dindan an anv a Garl Iañ a Spagn goude marv Ferdinant V hag ar c'hardinal Francisco Jiménez de Cisneros. E Stadoù-Meur Valladolid e 1518 e voe an dug hag e furlukin feal.
Da c'houde marv e dad-kozh Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel e 1519 e teuas Karl Iañ a Spagn da vezañ an impalaer Karl V. Da heul e vestr an dug ez ambrougas Francés de Zúñiga al Lez en he beaj dre Reter Spagn (Aragón ha Katalonia) betek 1520.
Goude ma tarzhas Brezel ar C'humunioù e 1520 e voe en emgann Villalar (proviñs Valladolid ), ma voe dibennet an emsavadeg, hag e 1521 e Logroño (rannvro La Rioja), ma voe sichet ha trec'het ar C'hallaoued. Test e voe ivez da zaskoridigezh Toledo e 1522.
E miz Here ar bloavezh-se e voe kemeret da furlukin e servij an impalaer, gant ar brient da sevel un henadenn dre e vab Álvaro. Petra bennak ma chomas tost da seizh vloaz e servij an impalaer er chomas furlukin personnel an dug a Véjar evelkent, ha pa vije hennezh el Lez pe bell diouti.
E 1523 ez ambrougas Francés de Zúñiga an impalaer e-pad un eil troiad en Navarra, betek devezhioù kentañ 1524, ma chomas er-maez eus al Lez e-pad tri mizvezh, sur a-walc'h en abeg ma oa an impalaer broc'het outañ goude ur fentigell re zichek.
Goude-se e voe galvet d'al Lez en-dro gant Karl V e-unan, da veajiñ betek Burgos, Valladolid ha Madrid, ma voe an impalaer klañv betek dibenn ar bloavezh.
Adal 1525 e skrivas Francés de Zúñiga war divoud buhez al Lez, hag e 1527 ez embannas un dornskrid el Lez end-eeun. Kement a reuz a voe tro-dro dezhañ ma rankas tec'hel betek Béjar da c'hortoz ma vije sioulaet ar gorventenn.
Daoust d'an triñchin bet kaset dezhañ gant lod lezidi hag a-drugarez d'ar pour kaset gant lod all e tistroas ar furlukin d'al Lez a-raok ganedigezh ar priñs Fulub II e 1527. Er bloavezh-se e voe preizhet Roma ha taget Valladolid gant ar vosenn ; stlabezet e voe al Lez, hag e Burgos e chomas Francés gant e vestr kozh an dug a Véjar. E 1528 e voe staliet al lez e Madrid, ma'z echuas Francés de Zúñiga sevel Crónica burlesca del emperador Carlos V goude bezañ lezet e skrid a-gostez war-lerc'h brouez 1527. E 1529 e reas ur fentigell a-zivout lealded lod uhelidi tost d'an impalaer ; fuloret e voe hennezh ha skarzhet ar furlukin, a glañvas hag a glaskas gwarez dug Béjar e Toledo, hag o-daou a zistroas da Véjar pa'z eas an impalaer da Italia.
E Navarredonda eta e savas Francés de Zúñiga e skrid diwezhañ : ul lizher d'an impalaerez Isabel a Bortugal.
E 1531 e varvas an dug Álvaro de Zúñiga, ha gant an dugez e voe roet d'e furlukin feal ar garg a bennarcher e Béjar, na viras ket pell : d'an 2 a viz C'hwevrer 1532 e voe goustilhet e kêr, hep mar diwar zial a-c'houde unan eus e flemmadennoù el Lez.
D'e di e voe degaset, ha pa glaskas e wreg gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet, e respontas : "Netra, Itron, nemet ez eo marv ho kwaz."
Mervel a reas a-barzh miz goude, pa'z eo d'an 3 a viz Meurzh 1532 e voe sinet gant e wreg testamant he gwaz war-an-dro gant henadenn he mab.

Keit ha ma vevas Francés de Zúñiga e chomas e oberoù dindan stumm dornskridoù, dre youl an aozer end-eeun : evit abegoù surentez ne felle ket dezhañ e vijent moullet, ha ne oa ket e skridoù da vout lennet er-maez eus al Laez, pa vezent gouestlet d'an impalaer – ha kinniget dezhañ evel dudi e-kerzh ur predad diglañvadur. Ken diwezhat hag e 1855 e voent lakaet war voull evit ar wezh kentañ[1].
Eilskrivet e veze an dornskridoù – meur a zoare eus an hevelep skrid o tont war wel, hir pe hiroc'h – ha skignet buan a-benn tizhout o fal gwirion : al Lez.

Crónica burlesca del emperador Carlos V

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[2],[3] Peogwir eo labour Francés de Zúñiga buket war bedig lez an impalaer ne c'hall ket bezañ lakaet da zanevellskrid gwirion eus ar mare. Ul labour a denn da zachenn an Istor n'eo ket kennebeut, nag un doare da ziskuliañ pe vurutellat politikerezh Karl V.
Labour ur furlukin eo, graet evit an dudi, diwar-benn darvoudennoù buhez ar Stad ha buhez ar pemdez, sirius pe fentus, a vije enrollet en Istor pe ankounac'haet. Gant bruzhunennoù red an amzer eta e vage "Francesillo" e c'hoaperezh, ha gant lu al Lez ha distervez an dud, silet dre ar flemmgan. Diwar e vicher a gemener e ouie gwriat dilhad fentus da forzh piv : Spagnad pe estren, uhelad pe werinad, beleg pe lik, soudard pe drevour, mestr pe vevel, pep hini a bake ul lesanv farsus hag a veze lakaet diaes dre loenadur, treuzskeudenn mezhekaus ha c'hoarioù-gerioù flemmus, evit brasañ plijadur al lennerien.
An doare-se eo a ro da Francés de Zúñiga ul lec'h dibar e lennegezh ar bed.

[4] Mignon bras da Francés de Zúñiga e voe markiz Pescara (Italia) adalek e zonedigezh d'al Lez er bloavezh 1523 ; dastumad al lizheroù bet kaset gant ar furlukin d'ar markiz ha da uhelidi vrudet all a ya da ober an Epistolario.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • BIGEARD Martine, La folie et les fous littéraires en Espagne (1500-1650), Paris, Centre d'Études Hispaniques, 1972.
  • BOUZA Fernando, Locos, enanos y hombres de placer en la Corte de los Austrias, Oficio de burlas, Madrid, Temas de Hoy, 1991.
  • "Folie et déraison à la Renaissance", Colloque International, Bruxelles, Université Libre, 1976.
  • MARISCAL George, A Clown at Court: Francesillo de Zúñiga's Crónica burlesca, en Nicholas SPADACCINI & Jenaro TALENS, Autobiography in Early Modern Spain, Minneapolis, The Prisma Institute, Inc., 1988, pp. 59–75.
  • MÁRQUEZ VILLANUEVA Francisco, Literatura bufonesca o del "loco", Nueva Revista de Filología Hispánica, XXXIV (1985-86), niverenn 2, pp. 501–528.
  • MOREL-FATIO A. & LEONARDON H., La Chronique scandaleuse d'un bouffon du temps de Charles-Quint, Biblioteca Hispánica, XI (1909), pp. 370–396.
  • SÁNCHEZ PASO José Antonio, La sociología literaria de don Francés de Zúñiga, Nueva Revista de Filología Hispánica, XXXIV (1985-86), niverenn 2, pp. 848–865.

<references>

  1. ZÚÑIGA, Francesillo de, Crónica de don Francesillo de Zúñiga, embannadur Pascual de Gayangos, en Curiosidades bibliográficas, Biblioteca de Autores Españoles, XXXVI, 1855, pp. 9-54.
  2. ZÚÑIGA, Francesillo de, Crónica burlesca del emperador Carlos V, embannadur Diane Pamp de Avalle-Arce, Barselona, 1981 (burutellskrid).
  3. ZÚÑIGA, don Francés de, Crónica burlesca del emperador Carlos V, embannadur José Antonio Sánchez Paso, Skol-Veur Salamanka, 1989.
  4. ZÚÑIGA, Francesillo de, Epistolario, embannadur Pascual de Gayangos, en Curiosidades bibliográficas, Biblioteca de Autores Español, XXXVI, 1855, pp. 55-62.