Fortune de France

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Fortune de France eo levr kentañ an heuliad istorel diwar-benn ar brezelioù relijiel e Bro-C'hall, embannet e 1977 ha skrivet gant Robert Merle.

Diverradenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra ar romant e 1547, bloaz a-raok marv Frañsez I Bro-C'hall hag echu eo e 1565.

Kontañ a ra istor Pierre de Siorac, mab Jean de Siorac, un den noblet goude brezelioù, "breuret" gant Jean de Sauveterre, protestanted o daou, a annez e-kichen Sarlat e Perigòrd, Jean de Siorac o timeziñ gant un dimezell gatolik a gan daou vab, an daneveller Pierre de Siorac a zo unan. O falvezañ da vedisin a vev Pierre troioù-kaer gant e vreur avoultr Samson hag e waz Miroul, o achap d'ur vosenn. En ur gontañ istor Pierre de Siorac hag e diegezh a gont ar skrivagner istor ar brotestanted e Bro-C'hall a-raok ur mare teñval-tre evito.

Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.