Keuz (boued)
Neuz
(Adkaset eus Formaj)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar c'heuz (gerioù all : formaj ha fourmaj) a zo ur boued fardet diwar al laezh pe diwar an dienn. Meur a seurt keuz zo, hervez al laezh, ha dreist-holl hervez al loened bronnek a vager a-ratozh evit o laezh : saout, givri, deñved, kezeg, kañvaled, dremedaled, yaked, lamaed hag all.
Tostaat a reer ar ger keuz eus ar wrizienn indezeuropek kwat a dalv kement ha goiñ (latin : caseus, kembraeg : caws, kerneveureg : keus, kes). Ar ger fo(u)rmaj a zeu eus al latin formaticum (= moul) dre ar galleg kozh formage.
Fardañ keuzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e vez fardet ar c'heuzioù gant al laezh kaouledet, met meur a zoare-ober a zo.
- Tommet e vez al laezh kaouledet ha lakaet da c'hoiñ pe ne vez ket. Ma vez lakaet da dommañ e ya ar c'heuz da galetaat.
- Dizourañ al laezh kaouledet a c'heller ober pe chom hep ober.
- Tanavaat al laezh kaouledet a c'heller ober.
- Gwaskañ al laezh kaouledet a c'heller ober.
- Lakaat al laezh kaouledet en ur moull) a c'heller ober.
Hervez an doare-ober e c'heller fardañ :
- keuzioù blod o zoaz (keuzioù fresk) ;
- keuzioù kalet o zoaz ;
- keuzioù gwasket blod o zoaz (reblochon) ;
- keuzioù gwasket kalet o zoaz (comté) ;
- keuzioù louedet o c'hreun ;
- keuzioù brizh o zoaz (roquefort).
Keuz Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelout ar pennad Keuzioù Breizh.
Un nebeud skouerioù :