Mont d’an endalc’had

Forêts

Eus Wikipedia

Forêts zo anv unan eus an departamantoù gall a oa bet krouet gant ar Republik c'hall nevez, war-lerc'h an Dispac'h Gall, e 1795, e Belgia hag en Izelvroioù.

A-raok bezañ aloubet gant an armeoù gall e oa an douaroù-se e dalc'h Dugelezh Luksembourg ha dugelezh Bouillon.

Luksembourg a oa ar pennlec'h. Tri ispennlec'h a oa e Bitburg, Diekirch ha Neufchâteau.

Distroadet e voe an departamant-se e 1814 pa voe trec'het Napoléon Bonaparte gant an armeoù unanet eus meur a stad en Europa. Rannet e voe departamant ar Forêts etre Rouantelezhioù an Izelvroioù ha Prusia. Hiziv an deiz eo rannet an douaroù-se etre an Izelvroioù, Belgia, Luksembourg hag Alamagn.

Pennad liammet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lefort, Alfred: Histoire du Département des Forêts. (Le Duché de Luxembourg de 1795 à 1814), Tome I, Luxembourg, Imprimerie P. Worré-Mertens, 1905.