Feunteun Vauclusa
Neuz
(Adkaset eus Fontaine de Vaucluse)
Ar Fontaine de Vaucluse (la fònt de Vauclusa, pe Vauclusa en okitaneg), e kumun Fontaine-de-Vaucluse e-tal Avignon, e-harz ur vri serzh a 230 m, a zo anezhi brasañ feunteun Bro-C'hall, hag ar 5vet er bed pa sav enni bep bloaz etre 630 ha 700 milion a m³.
Anezhi e teu anv an departamant Vaucluse, a oa ivez anv ar gumun, a voe kemmet e Fontaine-de-Vaucluse. Er Grennamzer e oa Vallis Clausa (« traonienn gloz » en latin).