Fokos
Neuz
(Adkaset eus Fokus)
Fokos (Φώκος / Phokos e gregach) zo anv daou zen disheñvel e mojennoù Hellaz kozh:
Torfedourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab da Aiakos ha Psamathe e oa. Korfet kaer ha kreñv e oa, ma savas gwarizi e kalon e zaou hantervreur, Peleüs ha Telamon. Lazhet e voe Fokos gant unan anezho ha kuzhet ar c'horf gant an daou vreur er c'hoadoù. Goude e teu daou zoare:
- Telamon en doa taolet ur maen ouzh e benn.
- Telamon en doa e lazhet gant ur goaf war zigarez chaseal.
- Peleüs en doa e lazhet evit ober plijadur d'e vamm Endeis.
- Hervez doareoù all c'hoazh ne oa nemet ur gwallzarvoud.
Daou vab gevell en doa Fokos, Panopeüs ha Krisos o anv.
Reunig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur mab d'an doue Poseidon e oa Fokos. Gantañ e voe diazezet kêr Fokis, lakaet en anv-se abalamour dezhañ. Ur pesketaer mat e oa, berzh a rae, ma savas gwarizi outañ. Klask a reas e genseurted e lazhañ un deiz. Bountet e voe en dour ganto er mor, pell diouzh an aod. E dad Poseidon avat a droas anezhañ en ur reunig.