Focke-Wulf
| Tachenn obererezhioù | aerospace industry |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 24 Here 1923 |
| Anvet diwar | Henrich Focke, Georg Wulf |
| Diazezer | Henrich Focke |
| Stad | Alamagn |
| Furm lezennel | Aktiengesellschaft, Gesellschaft mit beschränkter Haftung |
| Lec'h diazez | Bremen |
| Sez sokial | Bremen |
| Heuliet gant | Vereinigte Flugtechnische Werke |
| Produ | airliner, military aircraft, biñsaskell |
| Deiziad divodañ | 1964 |
| Merged into | Vereinigte Flugtechnische Werke |
Focke-Wulf Flugzeugbau AG a oa un embregerezh sevel kirri-nij trevour ha milourel eus Alamagn a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed. Brudet mat e oa bet dre an nijerezhioù brezel efedus a oa bet krouet ganti evel ar Focke-Wulf Fw 190 evit al Luftwaffe. Bez e voe unan eus an embregerezhioù a zuas da vezañ an embregerezh Airbus Group SE.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An embregerezh a oa bet krouet e Bremen d'ar 24 a viz Here 1923 gant an anv Bremer Flugzeugbau AG gant Henrich Focke,Georg Wulf ha Werner Naumann. Tost raktal e voe kemmet anv an embregerezh e Focke-Wulf Flugzeugbau AG (ha goude-se Focke-Wulf Flugzeugbau GmbH).
Dre pouezioù ar gouarnamant, Focke-Wulf a gendeuzas gant an embregerezh Berlinat Albatros-Flugzeugwerke e 1931. An ijinour ha testour Kurt Tank eus an Albatros-Flugzeugwerke a zeuas da vezañ penn an departamant teknikel hag a grogas gant al labourioù war ar Focke-Wulf Fw 44 Stieglitz.
Kirri-nij Focke-Wulf brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Focke-Wulf FW44J Stieglitz
- Un Ta 152H harzet gant al lu Saoz