Fish and chips

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Fish and chips, "pesked ha fritez", gwerzhet en un tamm paper kazetenn.

Fish and chips ("pesked ha fritez"), skrivet ivez fish 'n' chips e saozneg, zo ur meuz a vez debret kalz e kêrioù bras Breizh-Veur. Ennañ e kaver un tamm pesk fritet, servijet gant avaloù-douar fritet ha chaous da zibab. Gant pesked gwenn e vez fardet, moru, azened, plais pe levneged.

Un doare "meuz buan" eo (fast food), a c'haller debriñ war-sav er straedoù. E Breizh-Veur e vez debret dreist-holl, met kavet e vez ivez en Aostralia, Zeland Nevez, Iwerzhon, Stadoù Unanet Amerika, hag a-wechoù en arvor broioù all evel an Izelvroioù. Gwechall e oa ar boaz, e Breizh-Veur, da servijañ fish and chips en un tamm paper kazetenn, met bremañ e c'hall bezañ e doareoù all ivez.